Brezel Genpei

源平合戦
Brezel Genpei

E-kerzh Brezel Genpei
Kanō Motonobu (1476-1559)
Riez 大日本帝国  Impalaeriezh Japan Veur
Marevezh Marevezh Heian
Padelezh 1180-1185
Bellerion
 Minamoto
(Yoritomo)
Yoritomo
Yoshitsune
 Taira
(Yoritomo)
Munemori 
Shigeira 
Tomomori 
 Minamoto
(Yoshinaka)
Yoshinaka 
Imai Kanehira 
Disoc'h
• Diskar ar c'hlann Taira
Shōgunelezh Kamakura
Domanioù ar pevar c'hlann e 1183
  • ██ Minamoto Yoshinaka
  • ██ Minamoto Yoritomo
  • ██ Fujiwara
  • ██ Taira
  • Brezel Genpei (japaneg : 源平合戦, Genpei gassen) a reer eus ur brezel diabarzh a voe e Japan a-bezh e diwezh ar Marevezh Heian adalek 1180 betek 1185 etre ar c'hlannoù Minamoto ha Taira.
    C'hoarvezout a reas a-c'houde un taol-Stad a-berzh ar re Daira e 1179, ma lamjont pep kevezer eus ar gouarnamant kent o forbannañ ; ar re Vinamoto a respontas dre voulc'hañ ar brezel e 1180. E-kichen Heian-kyō (Kyōto hiziv), kêr-benn an impalaeriezh d'ar mare, e voe an emgann kentañ a-douez an 19 a voe er brezel-se.
    Goude ar gad diwezhañ e voe diskaret ar c'hlann Taira, ha Minatomo no Yoritomo ar stalias e Kamakura ar c'hentañ shōgunelezh en Istor Japan er bloaz 1192 ; evel un diktatour e renas war ar vro a-bezh.

    Pouezus-kenañ e voe Brezel Genpei en Istor Japan, pa verkas kresk galloud ar renkad vilourel, ar samurai ha diskar galloud trevourel an impalaer.


    © MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search